Goañvaat

Brezhoneg
Blaz ar c’hafe yen e-barzh ma beg
An hentoú hon dibabet kemer
A-wechoú diabeg
E-giz ma vefe bet pouez ar bed war ma divskoaz
Met ‘mod-se ‘mañ a viskoazh,
Danvez ur bladenn bep tri bloaz
Gwann ar gouloú-deiz e miz kerzu
N’ouzon ket pegoulz ‘vimp erru
Eürus
Pep tra zo ker ruz
Re a draoú hon eus meret
‘Vezez ket re dost deus da arc’hant,
‘Zegasi ket ‘nean d’ar vered
Ha benn ar fin petra nevez
Espern evit da leve
Gouest d’en em werzhañ
Barnañ an disoc’h,
N’eo ket al live
Goul’ an aluzenn
Ha kedal ivez
A-wechoú c’hoarvezho traoú brav
Met n’eo ket alies
Chom hep ober hon seizh gwellañ
‘Giz chom ‘barzh hon neizh o ouelan
Me ‘gav din eo gwall drist ar brastres
Bezañ mevel pe matez
Prest omp da redek met piv zougo ar vazh-test
C’hoant oa ganeomp
Chom da c’hoañvaat
Emañ o tont
Fin o tostaat
C’hoant oa ganeomp
Chom da c’hoañvaat
Met c’hwezh an hanv
‘Vo da dañvaat
Diaes gwelet a-drek ar moged
Diaes klevet a-drek ar voger
Devezhioú brav ‘zo bet met siwazh hiziv na vo ket
Teuzet bep a vennozh
Morse ne vo echu an noz
Forzh penaos
Ma zo dioutan n’echuimp ket er baradoz
Prim, lemm,
N’eo ket echu an abadenn
Distribilh, dremm,
Lakaat ‘ra amzer, paouez da glemm
Kanan ‘ran ‘barzh ma yezh
Ha ma ne gomprenez ket
Ez on me en ma aez d’en ober,
Galv ‘c’hanon pa vi gouest
C’hoant hon eus mont war-raok
Met tapet omp,
Liammet hon daouarn
N’omp ket echu, n’omp ket klok Kuzhet a-drek an dramm pe en davarn
Gant ar santimant kouezhañ hep harz-lamm
Seizh bloaz warn-ugent,
N’on ket c’hoazh un tasmant
Gant ar santimant kouezhañ dizehan Pa weli anezhi,
Ober a ri pokoú d’az mamm
C’hoant oa ganeomp
Chom da c’hoañvaat
Emañ o tont
Fin o tostaat
C’hoant oa ganeomp
Chom da c’hoañvaat
Met c’hwezh an hañv
‘Vo da danvaat
English
Cold coffee taste in my mouth,
The roads we could have taken,
Sometimes with no reason
It’s like I’d have the world’s weight on my shoulders
Maybe it’s always been like that
Enough for a record every three years.
I feel weak like December’s daylight
I don’t when we will arrive,
When we’ll be happy,
Everything is just too expensive,
Don’t be too close to your money,
You will not bring it to the cemetery
And at the end of the day, what’s new ?
Save for you retirement,
Can you sell yourself ?
We care about the result,
not about your level,
Beg for alms,
and stay looking out
There might be good things,
But they will not last.
Not trying to do our best,
Stay to cry in our nest
It seems to me to be a very sad project
Being servants or maids
We are ready to run, but
Who will take baton up ?
We wanted to stay hibernating
It is coming
Well coming close
We wanted to stay hibernating
But summer’s taste
Is coming
Diaes sellet a-drenv ar moged
Diaes sellet a-us ar voger
Devezhiou a vo met siwazh hiziv na vo ket
Fenoz
Forzh penaos
Ma zo dioutan n’echuimp ket er baradoz
Prim, lemm,
N’eo ket echu an abadenn
Distribilh, dremm,
Lakaat ‘ra amzer, paouez da glemm
Kanan ‘ran ‘barzh ma yezh
Ha ma ne gomprenez ket
Ez on me en ma aez d’en ober,
Galv ‘c’hanon pa vi gouest
Dramm pe en davarn
N’omp ket echu, n’omp ket klok
Gant ar santimant bezan hep harz-lamm
Seizh bloaz warn-ugent,
N’on ket c’hoazh un tasmant
Gant ar santimant bevan dizehan
Pa weli anezhi,
Ober a ri pokou d’az mamm
C’hoant oa ganeomp
Chom da c’hoanvaat
Eman o tont
Fin o tostaat
C’hoant oa ganeomp
Chom da c’hoanvaat
Met c’hwezh an hanv
‘Vo da danvaat
Plouz&Foen, 2024
Français
Traduction française bientôt disponible.
