Kapuchenn (gt. Garlonn)

Kapuchenn (gt. Garlonn) – Plouz&Foen

Fiskal an Dafar Lod.1 · 2024

Kapuchenn (gt. Garlonn)

gt. Garlonn

Brezhoneg

Bemdeiz ar memestra
Gwir eo ne ‘m eus graet netra
Sevel hag evan ul litrad
Gwiskan ur slip hag ul lycra
Ret e vo dit un deiz bennak
Sevel abred gant eben ha
kavout un urzh, kavout ul lusk
Tec’hout kuit a-raok ma vo kollet an aked
Ganit, ganit
Ganit eman pep oustilh
Ganit, ganit
A-wechou un diouer a stil
Setu penaos tremen an traou em empenn
Ar bed a-bezh a drebfemp
M’hon ije ket debret dija
‘Vefemp en oabl o nijal
Da belec’h ‘maon o vont ?
Da belec’h ‘maout o vont ?
Da belec’h ‘maoc’h o vont ?
Taol da bouez war ar gador
Pe gourvez ganeomp er goudor
Ganeomp er goudor, leun a enor, goud a ran
Goul’ vez ganin-me piv a gan ?
Chom a rin uvel ‘vel ur sant
Kapuchenn war hon fenn
O stranin war an hent
Sellet an dud o tremen
Emaint o heulian an avel
Perak ‘p eus c’hoant e chenchfe
Ar surentez eo an alc’hwezh
C’hoant ‘p eus deus un dazont all pe
Chom gant pezh a anavezez ?
Me, n’eo ket ar vuhez ‘m oa choazet
Chom d’ober geriou kroazet
Chouchounou ‘ba’ ma zreid
Ken aezet eo neuze bezan beuzet
En desped d’ar steriou bet treuzet
Peadra da vezan heuget
Re a bennou trist o vale
O redek war-lec’h an dale

Da belec’h ‘ma o vont ?
Da belec’h ‘maout o vont ?
Da belec’h ‘maoc’h o vont ?
Taol da bouez war ar gador
Pe gourvez ganeomp er goudor
Ganeomp er goudor, leun a enor, goud a ran
Goul’ vez ganin-me piv a gan ?
Chom a rin uvel ‘vel ur sant
Garlonn
Chom an divrec’h kroaziet,
An dra-se n’hallan ket
Met ma hunvreou don emaon atav o nijal e-barzh an oabl
Lakaat a ran ma c’hapuchenn
Aet on skuizh gant ar vousc’hoarzhadennou faos war ma dremm
Bountet gant an avel
E heulian va hent
Da belec’h ‘ma o vont ?
Da belec’h ‘maout o vont ?
Da belec’h ‘maoc’h o vont ?
Taol da bouez war ar gador
Pe gourvez ganeomp er goudor

English

English translation coming soon.

Français

Traduction française bientôt disponible.

← Komzoù