Aked

Brezhoneg
Intro
Fiskal an dafar lodenn 2
Plouz&Foen
Fiskal an dafar
Fiskal an dafar
Lodenn 2
Plouz&Foen
Levezonet out bet, selaou a rez pezh vez lâret dit
Koll a rez da aked, dreist-holl pa vez netra da c’hounid
Levezonet out bet
Koll a rez da aked, dreist-holl pa vez netra da c’hounid
Diskan 1
Levezonet out bet selaou a rez pezh vez laret dit (selaou, selaou)
Koll a rez da aked dreist-holl pa vez netra da c’hounid
Levezonet out bet selaou a rez pezh vez laret dit
Koll a rez da aked dreist-holl pa vez netra da c’hounid
Poz-Kan 1 (KAVALOU)
Diaes eo bezañ ordin a-enep ar feulster
Kant vloaz dija emañ c’hoazh ar Saozon en Ulster
Goulenn a reont peoc’h e Liban, e Gaza
Met gwerzhiñ ‘reont an armoù a servij da lazhañ
Bara, c’hoarioù, fent…
Ha ni zo chomet da sellet abaf ‘vel dindan Fentanyl
Distro da vare ar Gestapo,
An hini a glasko laoù, heye
He’zh dapo
Poz-Kan 2 (TOUTZ)
Petra ‘po te,
Ur banne gwin ar wech-mañ
Pe ur banne te
Te ra vann, aes eo
Chom hep sellet ar pezh a c’hoarvezh er bed
Pa vezez dirak an tele
Kudennoù identelezh,
Selaou Plouz&Foen kentoc’h
Pezh ‘reomp a zo dantelezh
N’omp ket poupigoù ken,
Skarzhet hon dantoù laezh
Rak-diskan
Er maez emañ azezet ar pennoù trist
Ar sigaretennoù a liv o dremmoù e gris
E mesk ar selloù skuizh ez eus mousc’hoarzhoù faos
A-dreñv ar bloazioù fall, dirak ar bloazioù kriz
Diskan
Levezonet out bet selaou a rez pezh vez lâret dit (selaou, selaou)
Koll a rez da aked dreist-holl pa vez netra da c’hounid (netra)
Levezonet out bet selaou a rez pezh vez lâret dit (lâret)
Koll a rez da aked dreist-holl pa vez netra da c’hounid
Outro
Ne N-n-n-n-netra
Ne n-n-n-n-netra da c’hounid
Fiskal an Dafar
Fiskal an Dafar Lodenn 2
English
English translation coming soon.
Français
Traduction française bientôt disponible.
