Aotroù

Brezhoneg
Intro
An dud zo giz merien, en ur biramidenn
Pep trevadenn a denn d’eben
Ur roue pe ur rouanez e penn
Poz-Kan 1 (TOUTZ)
Deuet omp hag aet kuit ‘giz al lanv
Disoñjet em eus ma oad ma anv
N’eo ket sklaer pep tra,
Chom a ra traoù da dermeniñ
Met sur eo n’hon o ket keuñv
Pa vo skoet ouzh Darmanin
Mont a rimp war-raok
Ne ra forzh ma n’eo ket klok
An afer chom bev stok-ha-stok
Ha stoket ‘vo kreñv
Goût a rez mat-tre ‘pezh ‘zo fall ‘vidout
Butunet ‘vez bemdeiz, ‘giz ur pal da dizhout
Un opale ‘barzh da vuhez, d’az soñj e c’hello padout
(Un opale ‘barzh da vuhez d’az soñj e c’hello padout)
Roet e vo un taol troad, kouezhañ ‘rint doare domino
Ober ‘rimp un taol Stad a-raok bezañ marv
Ha goût a rez mat-tre ez eo bev ar stourm,
An devezh a-bezh o tizober ar skoulm,
Skoulm ar re c’halloudus a-enep ar re all
N’ouzon ket ma ‘z eo talvoudus
Deusouto kaozeal
met fin komprenet ‘p eus an dro-spered,
Ne ‘z eo nag ur brezegenn nag un oferenn
Diskan
N’ouzon ket ma’z eo ar rap deus Breizh pe Brooklyn,
Kanañ ‘ran ‘giz ‘barzh ur gwerz, ar soñjoù ‘ra drouk din
Post-Diskan
Chupenn lakaet, prest da vont kuit
Da vont davet ul lec’h a vo kavet
Poz-Kan 2 (KAVALOU)
Doareoù all a gavimp,
Ordin ‘meump’ kavet ‘ne’e
Bez ‘z eus goulou e foñs ar riboul
Marteze goulou an deiz
An deiz ma vo loc’h ennomp ‘giz daou varc’heg
Pegoulz e vo ?
N’ouzon ket met an deiz-se e vimp prest ha barrek
Selaou ma lampon ma ‘p eus c’hoant un ali
Chom sioul, ha tap amzer ‘vit analiñ
Bouetet hon spered gant filmou pe levrioù
Met ne ou‘reomp ket se evit brud pe lurioù
N’ouzon ket ma ‘z eo ar rap deus Breizh pe Brooklyn
Kanañ ‘ran ‘giz ‘barzh ur gwerz ar sonjou ‘ra drouk din
Surfiñ ‘ran war wagennoù,
stuffiñ tan gant ma genou
Rouzhañ gant bannoù an heol,
Ha profañ banneoù d’an holl
Siwazh, er bed-mañ, n’eus kaoz nemet deus paeañ
Pouezusoc’h ar verb kaout eget ar verb bezañ
Hag ar galloud ‘raio pep tra evit chom e penn
Piv eo perc’hen ar gazetenn ‘vezez o lenn
Da vintin, pa tebrez da damm bara
‘P eus ket c’hoant echuiñ e-giz Thomas Sankara
Diskan
N’ouzon ket ma’z eo ar rap deus Breizh pe Brooklyn,
Kanañ ‘ran ‘giz ‘barzh ur gwerz, ar soñjoù ‘ra drouk din
Post-Diskan
Chupenn lakaet, prest da vont kuit
Da vont davet ul lec’h a vo kavet
English
English translation coming soon.
Français
Traduction française bientôt disponible.
