Broust Dent (gt. Muncai)

Brezhoneg
Poz-Kan 1
Selaou, an amzer treiñ
Santout ‘rez ar gwask
Chanter kroget,
Hanter breiñ
Er sofa blaz ur C’H.kanter trenk,
Vanter brein
Komz ‘rit e leizh,
‘welan ket peseurt brenk savit ho neizh
Neuze diskennit,
Ar pal ‘zo lakaat bec’h hep bezañ isterik
E-lec’h tabutal
Foetañ avel, grit
Pe taolit din ur mik ha prim e zisplegin dit
P.L.O.U.Z, TOUTZ en dornelloù
FOEN evel louzoù penn
Kavalou barz maestro
Diskolper beat
Stolker ritm
Santout rez an hit ?
E kreiz ar c’hluster VIP
M’eo merglet da glotennoù
Lak koltar war ar pannelloù
Moutig blev rouz o kinnig din ur “rendez-vous”
Marmouz keltiek
Ur froud keginnet
Tarzher skeud, gwashoc’h eget bleud e doug da fronelloù
DISKAN
Dija tarzh an deiz, pegen bras an hent
KAD, TOUTZ MUNCAI, stered war an dremm
Ye, ster ebet, traoù droch pe speredek
Dija tarzh an deiz, pegen bras an hent
KAD, TOUTZ MUNCAI, stered war an dremm
Selaou ouzhomp o kerzhout pe o redek
Poz-Kan 2
Teir fluenn arbennik,
An arz, ur c’hinnig
M’lampon goû’t a rez ‘pe’r eo ar gimmick
Ne oas ket o c’hortoz met sed aze omp a’i
Ye, TOUTZ, KAVALOU ha MUNCAI
Ur vojenn geltiek ‘giz Tristan ha Iseult
N’eo ket trist an dud, deu’t omp holl o c’hoari biz-meud
Deuet omp ur wech c’hoazh en dro
Ar vuhez ‘giz ur c’hoashent-tro
‘Ran ket foutr deus kant lavarer
Gwelloc’h din un ober
Difenn a ran ma gwirioù e-giz Rudy Gobert
Kas ur beat, d’ober klotennoù warnañ
Met marplij, kerzh kuit ma ‘z out deu’t amañ da varnañ
Kerzh kentoc’h da streamañ ‘’Nijal’’
Paeañ a ran un droiad ha te baio an hini all
N’em eus ket c’hoant fiñval (nann nann nann)
Selaou ouzhomp forzh pelec’h:
Deezer, Spotify pe Tidal
DISKAN
Dija tarzh an deiz, pegen bras an hent
KAD, TOUTZ MUNCAI, stered war an dremm
Ye, ster ebet, traoù droch pe speredek
Dija tarzh an deiz, pegen bras an hent
KAD, TOUTZ MUNCAI, stered war an dremm
Selaou ouzhomp o kerzhout pe o redek
Poz-Kan 3
Ne sellan ket a-drek ken,
Louzoù, drammoù hepken
M’lampon diskenn, skarzh rin ‘nezho gant Hadoken
Tolosa hep Haddock ken pe MUNCAI,
An aergelc’h a glot, ya, ne ‘m eus ket ezhomm mont da
Welet pelloc’h. Propoc’h war harzoù ar straedoù
Er bed-mañ un enor bezañ gennidik ar maezioù
Er bed-se ne vez ket kontet e eurvezioù
A-wechoù, c’hell bezañ lemm hon empenn
‘Vit kavout klotennoù
Met, goude diouzh noz e kavi ac’hanomp louz
N’haller ket bezañ un haroz
Pa vezer anvet Foen ha Plouz
N’omp ket deu’t amañ ‘vit reiñ ur skouer
Pe ‘vit lar dit petra ‘zo d’ober
Bemdez ganeomp ez eo ar foer
Gallout a reomp bezañ tort
Teknik ‘giz Bruce Lee
Lakaet e vo ‘c’hanout da grediñ
N’out ket c’hoazh er c’hoari,
Neuze da zent a vrousti
Marplij,
Neuze da zent a vrousti
DISKAN
Dija tarzh an deiz, pegen bras an hent
KAD, TOUTZ MUNCAI, stered war an dremm
Ye, ster ebet, traoù droch pe speredek
Dija tarzh an deiz, pegen bras an hent
KAD, TOUTZ MUNCAI, stered war an dremm
Selaou ouzhomp o kerzhout pe o redek
Dija tarzh an deiz, pegen bras an hent
KAD, TOUTZ MUNCAI, stered war an dremm
Ye, ster ebet, traoù droch pe speredek
Dija tarzh an deiz, pegen bras an hent
KAD, TOUTZ MUNCAI, stered war an dremm
Selaou ouzhomp o kerzhout pe o redek
English
English translation coming soon.
Français
Traduction française bientôt disponible.
