G.L (gt. Krismenn)

Brezhoneg
Troioù kaer,
Troioù kaer,
Emaomp o lammat
Karget ‘giz un apotiker
Manifestadeg dirak an ti-kêr
Lenn a ran pep tra ez c’hoari
Fiñv a ri an damez, o’r ri Rock gant an tour
Ur banne, lod ‘lâr nann, ha lod ya
Al lec’h enroll, un arnodva
Toutz em c’hichen ‘vel ur skiantour
Diarc’hen, kuzh-heol ‘tal an dour
‘N em santout ‘raen mat pa oan bugel
‘N em santout ‘ran gwelloc’h bremañ ma ‘z on gour
Kuzh ma dremm ‘giz ur Mandalorian
Karget e-giz ur bagad o vont d’an Oriant
Digor bras al lagad pa c’hoarian
N’eo ket ? N’eo ket alies e alian
Plijout ‘ra deomp labourat ar skritur
Klask kopiañ servijfe da vann
Klotennoù a skriven war barlenn ma mamm
Chistr ar bloaz-mañ ? Ur bo’r ? Ya, ‘vit sur !
Al live zo izel kenañ
N’oc’h ket memes d’hon ilinoù
O pediñ ‘maout en ilizoù
P’emaomp ni o tijelkennañ
Hon prodoù, graet ganeomp
Predoù fardet ganeomp
‘Giz ur rekipe
Skipailh A, james skipailh B
Konerioù hon eus graet, gwir eo
Lamponed a vihanik
N’omp ket lezirek ken
Reoliet ‘giz ur mekanik
‘Hey ganit, eo teknik an traoù’
Fritañ laoù war bilig ar garantez
Se c’hallfe bezañ brav,
Met e plas, graet ‘vo
Pevar ton war an deiz
Diskan (x2)
Graet hon eus ar pevar c’hant taol
Amzer, n’hon eus ket da goll
Kanañ, a-raok trein da fol
War al leurenn pe war an daol
Gortoz un tamm
Taolioù kaer ‘m eus graet ouzhpenn ‘vit pevar-c’hant
Pegement,
N’on ket ‘vit lâret resis, nann
kar n’on ket ‘vit harzhal pa ‘m bez c’hwezhet an tan
‘Baoe an amzer on o kantreal ‘ba’r sekteur
Me n’on ket vit krediñ pezh ‘m eus gwelet ‘barzh ar vro
A pa sav an drubuilh siwazh
‘M ‘e’ ar santimant da vezañ e kichen bep tro
Ma vefen just un tamm muioc’h desket
pe speredekoc’h, renket gwelloc’h ma fenn
‘Vefen ket chomet ken pell
Ur pezh inosant on-me
Biskoazh, ‘m eus ket soñj
Petra ‘meus graet
N’on ket vit lâret
‘B’lam’ da betra n’eus den
Den ebet ken tro-dro din
Daonet ‘vo ma ene
Piv c’hellfe sikour din?
Nann, n’eo ket me
Ar pezh furlukin a ‘n eus graet an dra-se
Laoskit ‘c’hanon da vezañ mezv
Ya, pa ‘m ‘e’ e’mm da vezañ
N’on ket ma unan penn
E barzh ma fenn
Un’ ‘zo kontroliñ
Pe un dra pe un den
a lak ac’hanon d’o’r ar pevar c’hant taol
Da gousket ‘barzh ar foen
Ul louarn, ur c’hazh pe ur bleiz
‘N eus graet reuz ha teil e-barzh ma fenn
A zehoù, a-gleiz
Kar me zo un aelig
N’on ket barrek tamm ebet da lak da dreiñ
Met piv ‘n eus lakaet un dra bennaket ‘ba’ ma gwerenn
N’eo ket reizh
Ma kendalc’h e mod-se e vo ret din kuitaat ar c’hreiz
Nijal kuit alemañ, mont da gousket ‘barzh un neiz
Met un dra bennak n’anvean ket, un dra bennak ‘zo krog ennon
Ha petra ‘n diaoul eo se c’hoazh,
‘h’an da goll ma feiz
N’on ket kablus, satanazet ‘vel-just
‘Vel un azen fentus,
Me gav se skuizhus
N’on ket kablus satanazet ‘vel-just
C’hwi a gav se fentus,
Met me gav-se skuizhus
Diskan (x2)
Graet hon eus ar pevar c’hant taol
Amzer, n’hon eus ket da goll
Kanañ, a-raok treiñ da fol
War al leurenn pe war an daol
English – O.G
Adventures,
We’re jumping in,
Packed like a pharmacist.
Protesting in front of the town hall.
I read everything in your play.
You’ll move the Queen, and castle with the rook.
A little drink? Some say no, some say yes.
The studio is like a lab.
Toutz next to me, like a scientist.
Barefoot, sunset on the water’s edge.
I felt good when I was a child,
I feel even better now that I’m grown.
Hiding my face like a Mandalorian.
Smashed like a pipe band heading to Lorient.
Eyes wide open when I play.
I don’t give recommendations often.
We love to work on our writing.
Trying to copy? Pointless.
I was already writing bars on my mother’s lap.
This year’s cider ? Well, yes for sure
The level’s low,
You’re not even up to our knees.
Praying in churches,
While we’re finely chiselling bars.
We make our own productions,
Like cooking our own meals,
With our own recipes.
Always A team, never B.
Mischief’s been our game,
OG from birth.
We’re not lazy no more,
All set like a machine.
With you, flow’s technical.
Living on love alone?
Could work, maybe.
But instead, we bang out four tracks a day.
Chorus (x2)
We did the four hundred moves.
No time to lose.
We sing before going mad,
On stage or on the table.
Hold up.
Beautiful shots, I’ve done way more than four hundred.
How many? Not saying exactly.
Once I start spitting fire, I don’t stop.
Wandering round the area for a while.
Can’t believe what I’ve seen around here.
And when trouble’s near
I feel like I’m always here
If I’d been a bit smarter,
Sorted my head out,
Wouldn’t have stayed so long.
I’m a fool.
Shit, what did I do?
Can’t really say.
Is no one here?
No one about?
My soul’s damned.
Who’ll help me?
No, wasn’t me.
The clown who did this.
“Let me get drunk,
When I need to.”
I’m not alone
In my head.
One’s in control
He, she, or it.
Pushed me to take four hundred shots,
Then left me sleeping in the hay.
A fox, a cat, or a wolf,
Messing with my mind,
Zigzagging left and right.
I’m an angel,
I’m not used to passing it around.
Oi, who put something in my glass?
That’s shameful.
If it keeps happening, I’m off
Fly far, sleep in a nest.
Something inside me, something unknown.
What the hell is that?
Gonna lose my faith.
I’m not guilty, I’ve been satanised,
Like a mad donkey.
It’s tiring…
Not guilty.
Satanised again.
Some find it funny,
I find it draining…
Chorus (x2)
We did the four hundred moves.
No time to lose.
We sing before going mad,
On stage or on the table.
Français
Traduction française bientôt disponible.
