Ribin

Brezhoneg
Poz-Kan 1
Kavalou
Setu perak e selaouan alioù ar re fur
Stourm ouzh an tempdadurioù
Plijadurioù difetis strewet en ma zonkadur
Sur e teuio en dro ar marc’h ruz
Met an deiz-se, pelec’h e vo Arzhur
Ha deus ar stur diasur o vleinañ d’ar breinadur
Klotenn ebet ken e-barzh ma geriadur
Trenk blaz pep tra, ret eo paouez d’ober vann
Tommerezh ebet ken evit uhelaat an temperadur
Toutz
Se zo sur eo yen an endro
Met laoskimp ket da gouezhañ
Ma vo ret e teuimp endro
Hep c’hwitout ar wech-mañ
Kengred ha fiziañs
Ha pa rimp ar bilañs
E talc’himp soñj hon eus kaset ul lañs…
Kavalou
Nevez hep na vefe graet ur plas deomp
Ma ‘z out a-du gant ar pezh a laromp, deus ganeomp !
Deus da lonkañ ul lom !
Toutz
Ur banne kalva pe rom !
Kavalou
Tan pa vi yen, ha skorn pa vi tomm !
Toutz
Ni zo krennarded deuet, n’omp ket konarded treut
Kavalou
Ha ne stouomp ket hon fenn zoken dirak arzhed reut
Toutz
Tro kamm ebet ‘barzh ma brav a gambr net
Kavalou
Dindan ma gwele tamm keuz, loeroù lous kuzhet hag ankouaet
Poz-Kan 2
Toutz
127e stanket er stankennoù
Ur sunvezh a-bezh o trein er ribinoù
Flour eo ma c’hroc’hen, n’am eus ket a vravigoù
M’lampon kas da benn da vennozh hag e vo teñzorioù
Eñvorioù a talc’han hag e teuont war wel
Pa ruilhañ unan e teu din divaskell
N’em oa ket c’hoant kuitaat anezhi,
C’hoant em oa kuitaat an neizh
Ha bremañ ma ‘z eo graet e rankan ruilhañ un eil
Kavalou
Sellet spiz ouzh an oabl hag o’r vann da brederiañ
Met n’ouzon ket da belec’h ez an !
Ur bern skiant ‘m eus prenet met adwerzhet pep tra !
Nag ur gram em chakod
Ha pa vin un tad-kozh, lard e-giz un tacos
‘M o c’hoant bezañ pell deus pep tra e-giz an inizi galapagos
‘N ur c’hortoz , piv a gaoz deus ma figos ?
‘Michañs ne vo ket bannet pennoù moc’h barzh ma zreid e-giz Luis Figo
Toutz
Ar pep diaesañ zo skrivañ kanaouennoù betek o fenn
Ha pa vezez o preg, ne selaouan ket e-giz Beethoven
Kavalou
Yep, paotr ar vro e-giz Romain Danze,
N’on ket an hini gwellañ met ma ‘zout gouest d’o’r gwelloc’h,
Gwellañ-se (x4)
Diskan
Prim ha lemm e-giz ur rinkin !
N’omp ket gortozet dre a-dreñv e giz un takl deus Roy Keane
Ha war ar memes tro,
Seder e-giz ur valum
Deuet omp da zastum,
N’eo ket ar mare da reiñ ken !
Outro
Prim ha lemm e-giz ur rinkin !
N’omp ket gortozet dre a-dreñv e giz un takl deus Roy Keane
Ha war ar memes tro,
Seder e-giz ur valum
Deuet omp da zastum,
N’eo ket ar mare da reiñ ken !
English
Never really listened to the wise people’s advices
Neither fought against the temptations spread on our lives
It is very possible that Arthur will come back,
But then tell me, where will his red horse be ?
Hanging on my wobbly steering wheel,
Driving to my breakdown,
There is no more rhymes in my dictionary,
Everything tastes shit,
We must stop pretending,
No radiator to increase the temperature
Sure it will be cold
But we will not gonna let it go
We will come back if needed
And we are not gonna miss it
Unity and trust
And when we will think about it,
We will remember that we were the one to bring a new era
And no one did make room for us,
If you agree with us,
Then come along
Come to have a drink
A glass of calva or rhum
Fire when you’ll be cold
And ice when you’ll be warm
We are grown teenagers
Not skinny motherfuckers
And we don’t bend our knees, even in front of a big bear
No misadventure, my bedroom is clean
Pieces of cheese and dirty socks forgotten under my bed
127h stuck in a ravine,
It’s been a week travelling all over,
My skin is pure, no need jewellery
‘Lampon’, go all the way, and you will find your treasure
My memories keep coming back,
When I roll one up, I am growing wings
I didn’t want to leave her,
I wanted to leave my nest,
And now it is done,
I’m wondering what’s next
Intensely watching the sky,
And pretending to think
Bro, I don’t know where I’m going
I bought a lot of experience
And sold it all
All of it ?
Ye, nothing left in my pocket
And when I will be a grandpa,
Fat like a french tacos,
I will be far far like Galapagos islands
Meanwhile, who’s talking behind my back ?
I hope no one will throw me pigs heads at my feet like Luis Figo
The hardest part is writing songs until the end
Bro, when you speak, I don’t listen like Bethoven
Local like Romain Danze
Maybe not the best, but if you reckon you can do better,
then go ahead
Maybe not the best, but if you reckon you can do better,
then go ahead
Fast and sharp like a shark,
No one was expecting us
like Roy Keane’s tackles from behind
But at the same time, as calm as a whale,
It’s time to collect bro,
time for giving is over
Français
Traduction française bientôt disponible.
